Untitled
Language
br
Article de revue
This item was published in
Pobl Vreizh. 2020-07p. 4 p.
Gael Briand
English Abstract
Er bloaz 2003 mboa klasket lenn an desenn gentañ diwar-benn yezhadur ar brezhoneg a rae gant binvioù ar yezhadur jenerativel (mod Chomsky). Skrivet oa bet e saozneg e 1982 gant ur yezhourez a Londrez, hag hi a-vihanig deus ...Read more >
Er bloaz 2003 mboa klasket lenn an desenn gentañ diwar-benn yezhadur ar brezhoneg a rae gant binvioù ar yezhadur jenerativel (mod Chomsky). Skrivet oa bet e saozneg e 1982 gant ur yezhourez a Londrez, hag hi a-vihanig deus brezhoneg Bro Dreger, Janig Stephens. An desenn-se n’em boa ket kavet e Breizh, met ur mignon alaman din, Dirk Bury, a rae e studioù e University College of London (UCL) d’ar mare-se hag en doa luc’hskeudennet al levr din. War baper e veze graet, anat deoc’h, evit un nebeut Pounds ha kalzig amzer. Joa! Div sizhunvezh war-lerc’h em boa resivet dre an ti post 274 bajenn, bep eil bajenn moulet er penn a-dreñv ! Lakaet em boa an toullad paperioù prizius-se war un daolig espress-kaer, ha me d’ober tro an daol bep div bajenn e-pad mizioù... Dizoloet em boa labour don ur skiantourez a ouie ober al liamm etre fedoù he yezh ha teoriennoù nevezañ skiantoù a lavar, gouest d’ober un dielfennañ soutil deus he yezh c’henidik. Ur vaouez a Vreizh, ivez,teiryezheg anezhi, he doa graet he micher er skiantoù e fin an ugentved kantved. Bremañ ‘zo pdf he zesenn ganin (ra vo meulet al levraouegoù niverel!), ha alies en em gavan o tistreiñ eno, ha da bennadoù skiantel liesseurt skrivet gant Janig Stephens abaoe (he fennad war ar frasennoù dizispleg ‘zo un teuzar!i).Read less <
Origin
Hal importedCollections